Jean Le Dû, professeur de breton et celtique à Université de Bretagne occidentale à Brest, est décédé ce mercredi à 82 ans. Spécialiste en linguistique et en dialectologie, il avait notamment réalisé un important travail avec le "Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne".
E Dieppe e oa ganet Jean Le Dû e 1938, gennidik eus Plougouskant e Bro Dreger. Marvet eo d'ar Merc'her 6 a viz Mae e Sant-Kê-Porzh-Olued e lec'h ma oa o chom. Bet oa bet Yann an Du kelenner brezhoneg e skol-veur Brest. Savet e oa bet gantañ Atlas yezhoniel nevez Breizh-Izel, deuet er-maez e 2001 met ivez ul levr en doa graet berzh spontus "Du café vous aurez". Un den desket-tre e oa hag a laboure ivez kalz gant tud en estren-vro. Komz a rae ur bern yezhoù, brezhoneg, galleg evel-just met ivez saozneg, alamaneg, holandeg, italianeg, spagnoleg, turkeg... A-gevret gant Yves Le Berre en deus bet skrivet ha kaset e labour war-raok. Ezel e oa ivez eus Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek e Brest.
Nelly Blanchard, kelennerez en UBO he deus labouret gantañ. Ur sapre koll eo marv Yann an Du emezi. Selaouit he atersadenn amañ dindan.
Un destenn evit enoriñ Jean Le Dû en deus skrivet ivez Fañch Broudic war e vlog.