Accueil
Aimé CESAIRE
Frantz FANON
Paulette NARDAL
René MENIL
Edouard GLISSANT
Suzanne CESAIRE
Jean BERNABE
Guy CABORT MASSON
Vincent PLACOLY
Derek WALCOTT
Price MARS
Jacques ROUMAIN
Guy TIROLIEN
Jacques-Stephen ALEXIS
Sonny RUPAIRE
Georges GRATIANT
Marie VIEUX-CHAUVET
Léon-Gontran DAMAS
Firmin ANTENOR
Edouard Jacques MAUNICK
Saint-John PERSE
Maximilien LAROCHE
Aude-Emmanuelle HOAREAU
Georges MAUVOIS
Marcel MANVILLE
Daniel HONORE
Alain ANSELIN
Jacques COURSIL

E brezhoneg : les heures de breton à Diwan menacées dans le secondaire à la rentrée prochaine

Ninnog Louis ("France Bleu--Bretagne)
E brezhoneg : les heures de breton à Diwan menacées dans le secondaire à la rentrée prochaine

Les collèges et lycées Diwan du Finistère, du Morbihan et des Côtes d'Armor l'ont appris il y a une dizaine de jours : le nombre d'heures d'enseignement du breton sera calculé par niveau, et non par classe, à la rentrée prochaine. Et sera donc divisé par deux ou trois dans certains établissements.

Klevet eo bet ar c'heloù gant Stéphanie Stoll, prezidantez Diwan Breizh, dek deiz 'zo : en arvar emañ eurvezhioù kelenn war ar brezhoneg en eil derez adalek an distro-skol 2021. Divizet eo bet gant an Deskadurezh stad jediñ an niver a eurvezhioù kelenn dre live a-dal an distro-skol o tont, ha ket dre glasad ken.

"Daou vloaz 'zo hon boa merzet e oa roet an eurvezhioù brezhoneg dre live, ha ket dre glas, e skolaj Diwan Plijidi. Kelaouet 'oa bet ar velestradurezh ganeomp", eme Stéphanie Stoll.  "Ar respont 'zo bet kaset deomp ar sizhun dremenet : hervez ar velestradurezh 'zo bet roet re a eurvezhioù d'ar skolajoù all !"

Ur chanjamant teknikel, gant efedoù a gonsekañs evit ar skolajidi : e skolajoù Diwan Penn ar Bed, ar Mor Bihan hag Aodoù an Arvor, maz eus meur a glas dre live, e vefe ingalet an teir eurvezh etre pep klas. Ha rannet an amzer kelenn dre zaou pe dre dri. 

Ur vanifestadeg disadorn

"N'eo ket reizh, n'eus ingalded ebet ken etre an hentennoù", eme Stéphanie Stoll. "Er skolajoù katolik pe publik divyezhek n'ez eus nemet ur c'hlas dre live peurliesañ. Setu m'o deus ar skolajidi teir eurvezh kelenn e brezhoneg". 

Pa gresk ar c'hlasoù 'vez kollet eurvezhioù kelenn, n'en deus ster ebet !" Stéphanie Stoll, prezidantez Diwan Breizh

Ul lizher klemm 'zo bet kaset gant skolaj Diwan ar Releg da rektour akademiezh Roazhon Emmanuel Ethis. "Un emgav hon eus bet dilun gant skipailh an Deskadurezh Stad e Kemper, o deus lavaret deomp e oa kemeret an diviz war eeun gant ar Vinistrerezh", eme Pascale Chevillard, renerez skolaj Diwan Penn ar Bed. 

Arguzenn an Deskadurezh stad eo n'eus ket ezhomm reiñ teir eurvezh brezhoneg da skolajidi a oar ar yezh dija ! Pascale Chevillard

War ar rouedadoù sokial e ra trouz ar c'heloù.

Sindikadoù, kelennerien ha skolajidi a c'halv da vanifestiñ d'ar Sadorn 20 a viz C'hwevrer da un eur hanterwar blasenn ar Frankiz e Brest.

Connexion utilisateur

CAPTCHA
Cette question sert à vérifier si vous êtes un visiteur humain afin d'éviter les soumissions automatisées spam.